Ar sal

E rez-an-douar emañ ar sal, er stagadenn ma veze dañset gant al laboused-noz gwechall. Er sal-mañ, xx metr enni, zo ur gegin vicherel digor enni, distag eus ar pennegorenn gant un daol-gont dek azezenn en-dro dezhi. Aveadur ar gegin zo anezhañ ur fornigell dre c'haz, pemp pezh tan warni hag ur forn dredan enni, ur c'hrilh, ur friterez, div blakenn deren, ur yenerez, div zar, ur skaoterez ha div c'horreenn labourat frank. Er vugaderezh stok-ha-stok ez eus ur yenerez vras ouzhpenn, ur skornerez, ur gafeerez vicherel, ur gannerez hag ur sec'her-kouez. Armoù kegin, listri ha gweroù zo pourvezet.

Peurrest an trevnadur zo bet laosket dilontek a-ratozh-kaer evit ma chomfe liesarc'hwel ar sal. Ur palier, digor betek al lomberioù a zo a-us d'ar gegin, zo e dibenn ar sal, war-du an nec'h.
Pourchaset eo ar sal gant ur goulaouerezh a c'haller kemmañ diouzh ma vo, hag ur savenn diavaez zo diere warni.
Ken ar sal, ken ar privezioù harzant zo heziraez d'an nammidi hag ur parklec'h aes an darempred anezhañ ha diriskl zo bet kempennet a-fetepañs evito.

Saal
Savenn dirak ar sal vras
Saal
Endro kran da gas anezhi
Saal
Liorzh dirak ar sal vras
Saal
Kegin vicherel digor
Saal
Kegin gwelet a-dreist
Saal
Grit un azezenn !
Saal
Saal
Saal
Saal