En un draoñiennig goadek emañ Milin Rosmadeg, teir munutenn bennak diouzh Terrug hag e-kreiz-etre an daou bennkêr Rosmadeg ha Rostegov. Daou hentig dizarempred a gas d'ar vilin.
Betek bloavezhioù hanter-kant ar c'hantved tremenet e oa oc'h ober milin. Mab ar miliner diwezhañ, hag a oa o chom eno pa oa yaouank, emañ bremañ o chom e pennkêr a-gichen, Rosmadeg e anv, hag a oar brav diouzh ar vuhez a veze er savadur kozh-mañ. Goude ma oa bet dilezet ha war an dirapar er bloavezhioù tri-ugent e savas eus e boull, hag e voe frankaet ha troet en un toull-noz ma keje ar c'houreneziz ha diavaezidi a bep lec'h. E-kerzh al labourioù e ris anaoudegezh gant forzhig a dud, eus Brest zoken, a zaremprede aketus ar « Baccara ». Evit doare e oa ul lec'h ma veze plijadur bepred, ha kaset anezhi.
Pa welis, bloavezhiennoù zo, o vont gant an hentig a dremen dirazi, ar banell « À vendre » e chomis, berramzer war-lerc'h, dirak ar savadur dizimplij hag ur soñj a zideñvas em spered : ar plas dibab-se a ranker adc'henel. Ar strivoù a-benn ober gant poell o doa graet un dro wenn : un « coup de cœur » eo bet evidon neuze.
A-zindan nebeut amzer e kejen dre chañs gant an dud vat e teuas ar raktres da wir gante. Labour an adeiladour diabarzh hag e skipailh a c'hallis heuliañ a-daol-lagad ha kemer perzh e pep diviz ha pep dibab. E-doug ur bloavezh hanter ma padas adsaverezh an ti e teuas ur c'hemplezh liesarc'hwel e gouloù, ma oa an hengoun a-unvan gant an arnevezelezh.
Gant un arbennigour dornet dis eus an Ardecho e voe adsavet ha ratreet ar vraeerez hag ar rod-vilin a-bezh ; oberiet a-zorn e oa bet pep lankad gantañ.
An toull-noz kozh zo bet toullet e meur a lec'h a-benn krouiñ ur sal vras ha sklaer, lodennet etre ur gegin vicherel e rez-an-douar, hag ur sal-degemer sklêrijennet brav en estaj a-us. War-laez ez eus ur sal-dour, privezioù hag ur gambr ma c'heller kousket daou pe dri zen. Gant an diri e c'haller pignat betek ur stagadenn goadek ma kaver div gambr all da gousket. Dre aze e teuer er-maez d'ur savenn-goad vras, bet savet a-us unan eus an div stank. Alese e tenner gounid eus ur gwel kaer war ar park natur hag an dour a zo kreizenn vev an dachenn.
Bennozh Doue d'an artizaned. Neket hepken evit al labour dispar, evit al liammoù skoulmet gante ivez. Daoust d'an eurvezhioù ouzhpenn a rankent ober e veze labouret en imor vat bepred, hag ar c'henvevañ a veze louc'het gant hegarated ha kourtezi.
Ar pezh a lak ar gourenez da vezañ dibar eo an degemer a-vriad-kaer hag ar c'havout mignoned, war-bouez ober diouzh ur reolenn bennak. Ma roit bec'h da vont e galleg ouzh an dud, galleg tro an ti zoken, ho po graet ur pennad mat a hent. En em basientat a raio an dud, hag a gomzint goustatoc'h a-ratozh-kaer. Diouzhtu ma vo kavet arziorroet hoc'h anaout yezhel e vioc'h keñveriet gant ur buanez distilh abafus a-walc'h. Diwar neuze e vo graet ur c'hendivizer sirius ganeoc'h. Ur gwall grogad er prantad deroù hag a zo talvoudus meurbet da zeskiñ ar yezh koulskoude. Nac'hit ar spi da vezañ galvet en alamaneg ; gant ar saoneg e vioc'h chañsusoc'h.. ha c'hoazh !
Trace 29200 Brest // Sarl au Rabot d'Ebene 29260 Lesneven // Sebelec 29590 Quimerc'h // Edgard Gallesio Sarl 29160 Crozon // Eurl Erick le Jeune 29800 Plouedern // Joël Kerhervé 29190 Lannedern // Serge L'Hostis 29800 Landerneau // Entreprise Menez Traveaux Publics 29260 Saint-Fregant // Entreprise de Maçonnerie et Rénovation Rodrigues Mickael 29200 Brest // "Santé Bois" 29801 Brest // Jean-Pierre Via 29260 Ploudaniel // L'Hostis 29850 Gouesnou // Eurl Piriou 29830 Plouguin // Bihan Carrelages 29860 Plabennec // Armen Renovation 29160 Crozon // Decostrat 29200 Brest // Au Fil du Bois 07150 Salavas // S2P 29850 Gouesnou // Mammani 29160 Crozon