Tro-vale war-du an inizi

Adalek Konk-Leon ar bloavezh-pad ha diwar Kameled en uhelamzer ez eus ur gompagnunezh verdeiñ a gas d'an inizi Eusa, Molenez ha Sun. Oc'h heñchañ war-du Molenez hag Eusa e weloc'h delfined boutin beg hir oc'h heuliañ ar vag.

Hollgaer eo enez Eusa, an hini vrasañ. An enezenn a c'hall bezañ dizoloet war droad, war varc'h-houarn pe gant ur minibus, ambrouget gant heñcherien ar vro. Un droiad hag a dalvez ar boan evit nep piv bennak a gompren ar galleg. Aod Eusa zo fromus he furmadurioù roc'hellek. Ma vezit atapiet gant an tourioù-tan e c'halloc'h mont da welout mirdi tourioù-tan ha balizennoù a zaolenn teknik hag istor ar savadurioù-se, hollret diouzh dañjerusted aodoù Breizh. O treuziñ ar c'hêriadennoù bastet gant liorzhoùigoù mogeriet tev e komprener garventez pemdez an eneziz. War an enezenn e kaver tra-pep-tra evit ur valeadenn deuet da vat, d'un devezhiad pe meur a hini zoken.