Ar c'hoad derv gall a glot gant an dizagn arnevez
Un aveadur gwiriek ha cheuc'h

Er vilin orin e kaver e rez-an-douar ur gegin kinklet kaer gant un oaled digor hag ur gwele-kloz. Er sal-mañ e c'haller chom da gompren e gwikefre ar vraeerez. Gant diri-gwer e c'haller pignat ouzh krec'h ma kaver ur gwele doubl, mein-malañ, ur gern hag an teknik a-benn krougañ ar seier-bleud. E kreizig-kreiz ar vilin gozh e kouskoc'h. Dre al lomberioù e weler dervennoù kozh a c'haller sklêrijennañ diwar an diabarzh.

Etre ar vilin gozh hag ar sal ez eus daou brivezioù hag unan evit an nammidi, ur sal-dour frank, ur gibell hag ur strinkerez dour-dorloiñ enni, koulz hag ul lec'h boutin.

Da vare dibab an aveadur ez eus bet graet en doare ma vefe pep pezh annez – war-bouez an arrebeuri dizagn – oberiet gant koad derv gall. Ni a gave din e oa a bouez bras e vefe fiziet al labourioù – nemet arbennigour ar vilin – en embregerezhioù hag artizaned ar vro nemetken – un diviz eus ar vegenn hep ket a var !

Zimmer
Kegin ha sal-debriñ er vilin gozh
Zimmer
Zimmer
Zimmer
Zimmer
Zimmer
Sal-degemer arnevez toet gant ar sal vras
Zimmer
Zimmer
Zimmer
Kambr doubl koataet
Zimmer
Kambr doubl koataet
Zimmer
Dor gwerennet eus tu ar savenn ziavaez
Zimmer
Kambreier arnevez ha salioù-dour kinklet gant dafar a-zibab
Zimmer
Kambr doubl e savadur ar vilin gozh
Zimmer
Kambr doubl arnevez
Zimmer
Zimmer
Zimmer
Zimmer
Zimmer
Zimmer
Liamm bevedel etre an diabarzh hag an diavaez
Zimmer
Diri e savadur ar sal vras
Zimmer
Zimmer
Diri er vilin gozh
Zimmer
Klotañ a ra a-zargemm ar stumm kozh gant an hini nevez

Joel, ur c'halvez-mein hag a zo bet o labourat ur bloavezh-pad en iliz-veur Firenze, en doa savet e-tal kichen ar vilin un ti-forn breizhek, ma'z eus bet pobet bara ha pidza eus ar c'hentañ c'hoazh.

Dirak ar vilin emañ al lochenn gant ur savenn toet ha kadorioù-brec'h kengouviel.

Gant ar spi en em santoc'h kenkoulz ha me en tamm baradoz-mañ, hag e saouroc'h dinec'hañs hag endro dibar Milin Rosmadeg!